Rouantelezh Han


韓國
Hánguó
Flag
-430 – -230 Flag
Location of Han
Location of Han
Kêr-benn Yangzhai (a-raok -375)
Xinzheng (goude -375)
Yezh(où) Sinaeg
Gouarnamant Monarkiezh
Istor
 - Krouidigezh -430
 - Aloubet gant Qin -230
Istor Sina
Istor Sina
3 Enorus & 5 Impalaer
Tierniezh Xia
Tierniezh Shang
Zhou
Nevezamzer & Diskar-amzer Zhou ar Reter
Stadoù Brezelour
Tierniezh Qin
Han ar C'hornôg Han
Xin
Tierniezh Tang
(troc'het gant an eil Zhou)
Republik Sina (Taiwan)


Ur rouantelezh eus marevezh ar Rouantelezhioù Brezelour a oa ar Rouantelezh Han (韓國, Hánguó). Arabat e gemmeskañ gant Korea ar C'hreisteiz he deus an hevelep anv e mandarineg.

E-kreiz Sina e oa ar rouantelezh (er Shanxi hag en Henan hiziv), er mervent da Luoyang, kêr-benn Zhou ar Reter. Renet e oa gant un tiegezh a lignez roueel. Lod eus e izili a oa bet ministred e Jin ha tam-ha-tamm o doa gounezet galloud diwar-goust an tiegezh Jin. A-benn ar fin e tispennjont rouantelezh Jin e teir Stad nevez: Han, Wei ha Zhao gant skoazell daou diegezh ministred all[1]. An hini vihanañ eus an teir e oa Han.

Bihan e oa hag en ur rannvro meneziek ha paour e oa[1]. Sparlañ a rae ivez an hent da Qin da dremen e plaenenn hanternoz Sina(Daveoù a vank). Daoust ma klaskas Han adreizhañ e c'houarnamant (da vare ar c'hañseller ha "Lezennelour" Shen Buhai a wellaas ar velestradurezh hag a greñvaas e arme peurgetket)[2] ne voe ket a-walc'h d'en em zifenn hag e voe ar c'hentañ eus ar seizh rouantelezh vrezelour da vezañ aloubet gant Qin e 230 a-raok J.-K.[3].

Aloubadeg Prefetiezh Shangdang gant rouantelezh Qin e 260 a-raok J.-K. a voe heuliet gant Emgann Changping, an emgann gwadekañ en holl brantad ar rouantelezhioù brezelour, ma vije bet lazhet betek 400 000 soudard[4][5].

  1. 1,0 ha1,1 Watson, Burton (2003). Han Feizi : basic writings. New York City : Columbia University Press. 2 p. ISBN 9780231521321. OCLC 796815905. 
  2. R Knechtges, David (2014). Ancient and early medieval Chinese literature : a reference guide, Co-edited by Taiping Chang, Leiden, Netherlands : Brill. 874–5 p. ISBN 9789004191273. OCLC 649419201. 
  3. Fairbank, John K (1986). The Cambridge history of China, Co-edited by Denis Twitchett, Cambridge : Cambridge University Press. 45 p. ISBN 9780521243278. OCLC 2424772. 
  4. Edward Lewis, Mark (2007). The Early Chinese Empires : Qin and Han. Cambridge, Mass. : Belknap Press of Harvard University Press. 38 p. ISBN 9780674024779. OCLC 71189868. 
  5. Qizhi, Zhang (2015). An introduction to Chinese history and culture. Springer. 231–2 p. ISBN 9783662464823. OCLC 907676443. 

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy